BEMDEZ

Brezhoneg / Franēais / English

BEMDEZ
Ti ar c’hevredigezhioł
6 straed ar Govuerezh
56 000 Gwened
Breizh
Pgz 06 11 51 43 15
02 97 46 59 42

Ur gevredigezh yaouank eo, bet krouet e miz Mae 1998, ha diazezet e Gwened. Bemdez zo bet lakaet da bal dezhi :

  • Kas war-raok ar sevenadur e Breizh ha difenn e wir da greskiń ;

  • Diwall glad naturel hag istorel Breizh ;

  • Lakaat da anat perzhioł mat ar stourm evit ar yezhoł hag ar sevenadurioł er bed a-bezh.

Gant Bemdez e vez aozet sonadegoł, stourmoł-kelaouiń, prezegennoł ha divizoł, baleadegoł kelennadel, diskouezadegoł…

Dre an oberiantiz-se e vez skoulmet liammoł efedus etre an hiniennoł hag ar c’hevredigezhioł, darempredoł ne c’haller ket ober hepto pa vez anv eus krouidigezh sevenadurel. Reiń startijenn ha sevel eo hor gerioł-stur, ha kement-se hep "terriń e benn" da nikun !

 

Hon oberoł :

  • Sevenadur :

  • Kentelioł ha prantadoł-studi brezhoneg

  • Kentelioł-noz ha stajoł gallaoueg (yezh romanek Breizh-Uhel)

  • Kentelioł brezhoneg evit ar vugale hag ar grennarded

  • Gouelioł-meur (Celti’Vannes, Gouel Erwan ; ar Gouel Divevenn, Gouel ar Peulvanoł, h.a.)

  • Gouel barr Mae pe ar 1ń a viz Mae breizhat (Beltan)

  • An 11 a viz Du breizhat diarme, hep lifre, hep urzh hag hep armoł evit lidań ar peoc’h

  • Sonadegoł (Rock, Reggae, sonerezh hengounel, elektronek, Jazz, h.a.)

  • Prezegennoł (Tibetiz, Indianed Amerika, Katalaniz, h.a.)

  • Diskouezadegoł (Luc’hskeudennoł Loeiz Blońs, Beltan, Kala-Mae, h.a.)

  • C’hoariva

  • Dastum

  • Studiadennoł war al lec’hanvadurezh

  • Embann

  • Stourm :

  • War an dachenn e oamp da heul peńse an Erika hag ar Prestige da naetaat an aodoł, saveteiń al laboused mastaret, aozań manifestadegoł, ha klask war-lerc’h ar re giriek.

  • Deuet omp a-benn da wareziń an ¾ eus takad gleb Kerveskel e hanternoz Gwened ha diskouez pouezusted ar sterdachennoł da virout ouzh an dour-beuz.

  • Ac’hubet hon doa gwere Kervarioł e Karnag ha Taol ar Varc’hadourion e Lokmariakaer a-benn difenn an dud o chom eno ha mirout ar glad istorel gwallgaset gant ar Stad. Embannet ez eus bet un enklask ganimp diwar alioł an dud.

  • Gant 200 panell vrezhonek faos lakaet ganimp e kźr hag ar c’hantadoł a sinadurioł dastumet e oa bet divizet gant ar Guzulierien-gźr gent cheńch panelloł straedoł kreiz-kźr Gwened evit ouzhpennań anv brezhonek anezho. Panelloł divyezhek a zeu d’o heul e Sant-Teve.

  • Diwar hor c’hentod eo bet savet Kerzhadeg Frankizoł Breizh.

  • Bodet hon eus nerzhioł Breizh a-barzh delc’her kreiz Breizh sonn en e sav ha sevel a-enep steuziadur ar servij foran tost d’an dud (dibunadeg e Langoned).

  • Skoazellań a reomp ar brizonidi bolitikel breizhat hag o familh.