Degemer
Emsav Broadelour Brezhon
   
 Degemer
 Hor bro hag he difennourien
 Dismantr al ledemsav
 Dazeilad EBB
 Roll-mennadoù
 Keleier
 Keltia
 Europa

Emsav Broadelour Brezhon: un nerzh nevez evit dasorc'hidigezh hor brezhonelezh !
War-zu hon dieubidigezh vroadel !



 



Un hent nevez evit Breizh !



Goude diskar gwall vantrus an Emsav broadelour dirak argadoù Breizh taolet eus an diavaez, eus an "diabarzh" siwazh
ivez avat,
setu erfin EBB, ur stur a-benn digammañ hor broad !

Erfin un Emsav a vlegn ur stourm BREZHON, ha neket "breizhat" hepken, da lavarout eo ha ne zifenn ket un tasmant gallekaet
a-grenn, a zifenn ur vroad he merkoù dibar ganti c'hoazh, hag he yezh a-raok pep tra, ne lavaromp ket !

Ur stourm war roudoù difraosterien gwall zinac'het hiziv an deiz avat! Dihunerien kement war dachenn an adc'hanidigezh yezhel
ha war hini hon emouezadur broadel ha politikel.

Hon ahel-stourm: ar vroadelouriezh kaset da benn war bep elfenn hor buhez kevredigezhel: difenn hor riegezh vroadel hag hor frammoù rannvroel diabarzh; kadarnaat an darempredoù etrekeltiek; adsevel un armerzh broadel o respont d'hon ezhommoù-ni; gwareziñ merkoù dibar hon endro (garzhaoueg...) diouzh an argadoù a c'houzañvont; difenn diouzh ar vrizhkeltiegouriezh ur sevenadur brezhon feal d'e ziazezoù hengounel en ur chom digor ouzh hon amzer-ni.