 |
|
 |
 |
 |
 |
 |
| |
|
Ret eo deomp en em aozañ ent politikel hervez gwirvoud hon hevelebiezh, hag hervez pennaenn ar gousezadoù: pleustr ar galloud da live tostañ ar c'heodedad, da lavarout eo d'al live izelañ: . Ret eo difenn da gentañ kellig-diazez hon hevelebiezh, ar gumun, a genglot mat gant buhez pemdeziek an dud, a-enep raktresoù "kumunioù bras" pe g"kumuniezhoù kumunioù" dizenel, evit gounid brasañ teknokrated. . Difennomp ivez hor rannvroioù hengounel, evel m'emaint mar dint bihan a-walc'h (Leon, Treger...), pe lodennet mar dint re vras (Kernev...), hervez harzoù ha dezverkoù hon hevelebiezh avat: Bro-Vigoudenn, Bro-Fañch... . Difenn a reomp evel-just Breizh en he 9 rannvro istorel, ur Stad vrezhon dezhi, he riegezh vroadel ganti. N'eo ket "ar Stad evit ar Stad", ar Stad lakaet da idolenn; ur "Stad-venveg" a-benn gwareziñ hor frankizoù eus an argadoù diavaez ne lavaromp ket. . Pal pep live hon aozadur politikel, evit gwir, zo gwareziñ an diabarzh eus an diavaez, ha neket dileuriañ an diavaez ha bezañ unan eus e hanterourien evit distruj frankizoù al liveoù izelañ. Pennabeg ar C'hengevredad Europat vo neuze difenn frankizoù ar pobloù europat eus an hollvedeladur politikel hag armerzhel, ha neket o gwanaat.Kontrol eo neuze eus an Unvaniezh "Europat", a stourmomp en he enep. Petra ober gant an Unvaniezh "Europat" ? Ar Boloniz a ro deomp an dikoulm...: |
|
|
|
 |
 |
 |
 |
 |
 |
 |
 |
|
|
|
|
|
|
|
|
 |
 |
 |
 |
 |
 |
| |
Stourm a ra EBB evit difenn ha kenderc'hel dibarded naturel hor bro: . Evit difenn kleuzioù hor bro, elfenn stag ouzh hon hevelebiezh, benveg o wareziñ hon endro ivez, a zo siwazh muioc'h-mui distrujet (e Bro-Bondi da skouer...). Ret eo evel-just harpañ ar re a labour evit adsevel hiziv an deiz kleuzioù e lec'h-mañ-lec'h. Evit difenn hag adsevel dibarded endro hor bro ez eo ret ivez hag a-raok pep tra nac'hañ ha terriñ gant ar politikerezh kenderc'helour ha dizenel rediet gant kalvezveliezh Brüssel. Ne c'heller ket tremen gant bezañ mantret dirak disoc'hoù ar politikerezh-se en traoñ hep stourm a-enep o abegoù e krec'h: stourm evit difenn hon endro zo neuze da gentañ stourm a-enep digorradur a-grenn hor bevennoù hag a-enep ar sujidigezh gouzañvus ouzh dibaboù rediet eus an diavaez a zo o falioù nemeto kreskiñ gounid interestoù armerzhel bras ha divro. . Ret en en em ziwall eus kement saotradur a zo. Eus al lanvioù-du o saotrañ hon aodoù, en ur gontrollañ muioc'h an eoullistri bras o verdeiñ tost ouzh hon aodoù, hag en ur gastizañ didruez ar re a zo laosk e-keñver ar surentez. Diwall ivez ouzh priziusted an dour, ha stourm a-enep ar saotradur a c'houzañv hiziv an deiz siwazh. En ur ziorren ar c'hontrolloù ivez diouzh un tu, en ur stourm adarre a-enep ur meizad kenderc'hour eus al labour-douar, gant implij diharz temz-ludu peurgetket, diouzh un tu all. . Ret eo deomp ivez erfin difenn koadoù hor bro, o gwareziñ eus an argadoù e c'hellont gouzañv evel-just, met ivez en ur adplantañ gwez nevez, en ur astenn ar c'hoad brezhon. Hor bro, n'eo ket an Arvor hepken, an Argoad eo ivez! |
|
|
|
 |
 |
 |
 |
 |
 |
 |
 |
|
|
|
 |
 |
 |
 |
 |
| |
|
Difenn a reomp ur sevenadur feal d'an dremened ha d'hon hevelebiezh diouzh un tu, ha stag ouzh hon amzer-ni ha digor war-zu an amzer da zont diouzh un tu all: . Feal d'hon hevelebiezh wirion, peogwir eo hiziv an deiz hor sevenadur saotret gant lanv-du ar vrizhkeltiegouriezh krouet penn-da-benn gant chadennoù kenwerzhel bras evit paour kaezh tud diwriziennet: strolladigoù gall droch a-grenn ("Tri Yann"...), gouelioù evit touristed gollet, diouer a "geltelezh" ganto, ken sevenadurel hag "Eurodisney" moarvat ("Gouel Etre-"Keltiek" an Oriant" da skouer...). Stourm evit hor sevenadur zo ivez stourm a-enep ar vrizhkeltiegouriezh! Ret eo deomp ivez flatrañ un tech eus strolladoù breizhek gwirion 'zo da vezañ tostoc'h ouzh bed divro ar "show business" eget ouzh o broad... . Stag ouzh hon amzer-ni ha digor war-zu an amzer da zont: un darn eus hor sevenadur eo ar sonerien daou-ha-daou biniou-bombard, pe ar sportoù kozh evel ar gouren pe ar vazh-yod, ez eo ret deomp difenn... N'eo ket ken an traoù-se hepken avat.. Ret eo d'ar sonerezh bezañ digor ouzh doareoù nevez ar sonaozerezh, binvioù nevez ganto, pe c'hoazh kemer perzh e sportoù etrevroadel a-vremañ, hep ma vefe dre ret ludresadennoù ar pleustroù a liveoù kevredel izel-tre evel ar vell-droad da skouer. |
|
|
 |
 |
 |
 |
 |
 |
 |
 |
|
|
|
|
|
|
|
|